Rinnenn XX (Arcane XX) Paroles

Alan Stivell

Paroles Rinnenn XX (Arcane XX)

Paroles de Rinnenn XX (Arcane XX) Henozh e barr an neñv em eus gwelet un ael,
mirer ar garourion na gavont ket o far,
na zeuio den biken da vruzunañ o c'hael,
na zeuint ket a-benn da gas kuit an arvar.

Henozh em eus gwelet un ael e barr an neñv
a lâre din krediñ en Dichadennaouer,
rag eok a-walc'h edomp evit hor breviñ kreñv :
"Me a zeuio en ho metoù evel ul laer".

Henozh, e barr an neñv, un ael am eus gwelet,
a c'harme din : "Diwall ! ouzh ho parn me a vez ;
eus ar pred o fuiñ, eus ar youl o kousket,
eus an deiz didalvez e tañvai ar vezh !

G.B. Kerverzhiou

Ce soir au milieu du ciel, j'ai vu un ange
gardien des amoureux qui ne trouvent pas leur âme soeur
personne jamais ne viendra briser leur prison,
ils n'arriveront pas à rejeter le doute.

Ce soir j'ai vu un ange au milieu du ciel
qui me disait de croire au Libérateur
car nous étions tout à fait murs pour être défaits :
"Je viendrai parmi vous comme un voleur".

Ce soir au milieu du ciel, un ange j'ai vu,
il me criait: "attention ! je suis là pour vous juger ;
du moment qui fuit, de la volonté qui dort,
du jour sans valeur vous goûterez la honte !"
Trema'n Inis (Vers L'île) Paroles